Bouc'horeg (Bukhori) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Ouzbekistan, Israel, Tadjikistan, Stadoù Unanet |
Rannved : | |
Komzet gant : | 50 000 (Israel) 10 000 (Ouzbekistan) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Indez-Iraneg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | ira |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | BHH |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh indez-europek eus skourr ar yezhoù iranek eo ar bouc'horeg (bouc'horeg: בוכורי, saozneg: bukhori pe bukharic) pe yuzev-tadjikeg komzet gant tro-dro da 60.000 den en Israel (50.000 den), Ouzbekistan (10.000 den) dreist-holl hag ivez er Stadoù-Unanet, Tadjikistan, hag Afghanistan
Yezh hengounel ar Yuzevion bouc'horek an hini eo.
Ur yezh persek eo ar bouc'horeg, enni meur a c'her o tont eus an hebraeg dreist-holl hag ivez eus ar yezhoù all komzet war he zro evel an ouzbekeg hag ar rusianeg.
Chomet eo tost-tre d'an tadjikeg, tost a-walc'h evit ma c'heller an dud en em gompren etreze o-div, ha meur a berzh boutin ez eus gant an djidieg (dzhidi) pe juzev-perseg.
Skrivet e vez ar bouc'horeg gant al lizherenneg hebraek evel an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek all.